• Rann 13 Tuberculisation – Zymotique
  • Al levr : 2022, 15,5 x 22 cm, ISBN 978-2901383-90-1
  • Priz : 22 €

Rann 13 Geriadur ar Vezekniezh a verk diwezh un hir a avantur. Guy Étienne, studier war ar Vezekniezh e Paris, a gemere e notennoù e brezhoneg war-eeun. E 2007 e voulc'has skridaozerezh an oberenn dre ziazezañ war labourioù e ziagentourion, Vallée, Hémon, war skoazell hep he far Goulven Pennaod ha war e anaoudegezh don eus ar yezhoù hag eus ar yezhoniezh, hep ankounac'haat ar c'henlabour diastal gant izili Preder, an holl anezho gwriziennet en un deodyezh lec'hel hag o vestroniañ ar brezhoneg arnevez kempred. Menegomp Alan E. Ar Berr (aozer gant Gab Cherel ar Geriadur ar Verdeadurezh (2004)), Gab Cherel (An Ardivink denel (1969)), Yann-Baol An Noalleg (aozer lies geriadur ha levr, Geriadur an Armerzh, Fizik, Kimiezh, Jedoniezh, Keginouriezh, Jederezh, h.a. Ezel Bodad skridaozañ ar gelaouenn skiantel ΣΚΙΑΝΤ eus 1996 da 1999. Ha barzh ivez).

D'ar 6 Genver 2015, war-lerc'h 60 bloavezhiad a labour tenn ez ae Guy Étienne da anaon, e-doug skridaozerezh Rann 9 Geriadur ar Vezekniezh. Kerkent e stage skipailh Preder ganti evit pengenniñ ar Rann-se. Ha diouzhtu war-lerc'h e kemere Yann-Baol an Noalleg ar bec'h war e choug, e sell da genderc'hel hag echuiñ al labour pouezus-se. Anv ebet d'e lezel e skourr ! N'eo ket bet aes bepred, aze emañ an disoc'h avat (trugarez da Marie-France ha Mikael Coïc evit o reizhadennoù). Ha bremañ hon eus un oberenn ramzel, dezhi 15 506 enmoned, a vo lakaet war load PREDER, d'an dud da gas dimp o vezhiadennoù.

Splann eo ar pal : e-kerz an hanter gantved tremen en deus PREDER diazezet un nebeut araezioù a amparo sol diorreidigezh dazont hon yezh hag ivez sol hon dazont evel stroll denel war startaat ent politikel hag ent kevredigezhel. Adalek bremañ emañ ar vrezhonegerion yaouank o krouiñ liammoù strizh gant izili kozh PREDER, hag en doare-se e c'hellont kreñvaat o anaoudegezhioù, bennozh d'an holl labourioù hegerz, ent dibarek steudad al LAVARoù, a zo an niverenn 21 war-nes bezañ prest d'an embann.