Termen degaset gant an Helvetiz Germaine Gueix ha Charles Odier e 1950, evit aroueziñ un daolenn glinikel ma sour an amgren da vezañ dilezet hag an ezhomm diogelroez, o tarvezout peurliesañ goude koll ul liamm kantaezel gouskorat, o tizhout ken ar vugale, ken an oadourion hag an henaded ; deskrivet e vez evel un neuroz ragedipel ; erzerc'hañ a ra dre ar gouvid, ar malouen, an enkrez, a-wechoù an anc'hrez, an darwantusted, pe an emlazh (sl. anaclitique : dépression ∼, , GBLF 799-812).