Termen luniet gant ar mezeg skosat William Cullen e 1769 evit aroueziñ anaezioù nervel hep direizh organel dinoet ; en 19t kantved, dre ziouer a anaoudegezhioù en nervouriezh e veze renket e-touez an neurozioù kleñvedoù 'zo evel an droukfell, ar c'horea, kleñved Parkinson ; gant Sigmund Freud e teraouas un imbourc'h hentennek war ziorreadur ar bred hag an darvoudoù anezhañ (kemplezh Edip o vezañ an anavezetañ) ; dezhañ omp dleour eus despizadur an neuroz evel anaez diforc'h, kevarall d'ar psikoz (sl. psychose), d'an droziadezh (sl. perversion), d'ar strafuilhoù bredkreudel (sl. psychosomatique), h.a. ; en arver e van despizadur freudek an neuroz : “anaez bredien a zo e azonoù an eztaol argelel eus ur c'henniñv bred gwriziennet en istor bugelvezh ar gouzrec'h hag oc'h amparañ un treuzvarc'had etre an eriunañ hag an difenn” (sl. GBLF § 799) ; un dek pe pemzek rizh neuroz a zeskrivas Freud, ar re bennañ ha bepred angemeret eo an neuroz mac'hennel (Gl. névrose obsessionnelle) hag an neuroz arurel (Gl. névrose phobique).