Preder

Geriadur ar vezekniezh

névrose traumatiquetraumatic neurosisneuroz daraezien pe daraezel

Termen kentradet gant Oppenheim e 1889 evit aroueziñ ar strafuilhoù bred o tarvezout gant reuzidi un dirfeud (darvoud an dezougen, koul, gourmest naturel), deskrivet e ser un daolenn glinikel klasel : enkrez, skuizhnez, mihun, o vont betek ar strafuilhoù bred muiek : kefroù, arluz, saouzan, malouen (sl.  commotionnel : syndrome ) ; Freud a glokaas deskrivadur Oppenheim dre savlec'hiañ an daraez en istor ar gouzrec'h, a) dre ober anezhañ un delanker o tiskuliañ ul luniad neurozel rakvezant, b) dre zeskrivañ an daraez evel deuet gougevan ouzh diemouez ar reuzied, o tasperzhiañ en e wikefreoù hag o tec'han argeziadoù dianerwezhiañ arreet.

NOTENN : Ur yezh resis a c'hallfe dispartiañ an neuroz daraezien hervez Oppenheim diouzh an neuroz daraezel hervez Freud.

Kent War-lerc'h