Yoc'henn epitelel kuñv a vent gant ur berlezenn, tredizhus dre unanenkoriñ, kiriek dezhi ur Poxvirus, enni ur yodenn arwenn ezvountadus dre un ampukenn en he c'hreiz ; sezañ a ra war ar fas (malvennoù), ar c'hef hag ar rannbarzh fraezhganadel.
NOTENN : E lavar mezegel meur a yezh ez eus treuzpadet un niver termenoù latin ; evit ar brezhoneg e kinnigomp an diskoulm-mañ : pa na saver ket kevatalioù du-mañ, amprestañ ar furm latin, gwech dezneuziet he skrivadur, sk. : molluskom, gwech andezneuz, dreist holl pa vez liesger an amprest, sk. : molluscum pendulum..