Preder

Geriadur ar vezekniezh

momificationmummificationkrebac'hiñ, krebac'hidigezh b.

1 (Naouedouriezh) rizh marvennañ sec'h a stader gant furmoù 'zo eus ar breinged (sl.  gangrène). 2 (Mezekniezh lezennel) disec'hañ o tarvezout gant gwiadoù ha flugez ur c'helan hervez amveziadoù 'zo hinadel (broioù tomm ha sec'h) ha priadel (douaroù traezhek) ; dre ar c'hrebac'hiñ e vez gwarezet ar c'horfoù ouzh ar breinañ — ur c'hrebac'hiñ kalvezadel eo ar balzamegañ, alese an arver a reer a-wechoù eus an termen-mañ en testennoù mezegel evit menegiñ ar c'hrebac'hiñ 3 (Amiegouriezh) disec'hañ ur grouell varv hag azgannet er grozh d'un ampoent kentrat eus ar vec'hiegi, anezhi a-wechoù ur gevell o venel er grozh hag o vezañ ezvountet e koulz war un dro gant e vreur bev (sl.  foetus compressus).

Kent War-lerc'h