Preder

Geriadur ar vezekniezh

leucémie aiguë, leucoblastose, leucomyélose aiguëacute leukaemialeukemiezh lemm

Furm leukemiezh o tizhout ar vugale yaouank dreist holl, herrek he dedro, marvus dindan un nebeut sizhunioù, naouus ent klinikel dre un derzhienn uhel, tufoz, genaoufo, gwadliñvoù, koeñvadur argrenn ar felc'h hag ar gwerblennoù, a-wechoù ensiladur ar c'hroc'hen hag ar glaourgennoù, ent vevoniel dre ur gourelwenn (etre 60 ha 80 000) a zo an elfenn bennañ anezhañ ar c'helligoù andiforc'hek, hag un amwad muiek ; dre an ezwanañ klerenn e stader neridigezh kentrat ar c'helligoù andiforc'hek er mel ; hervez doareoù ar re-mañ e tiforc'her al l. l. limfoblastel pe limfoidel, ar re baotañ, a c'hounezer warno an didorrvezhioù hirañ hag a bareer an aliesañ, hag, etouez al l. l. anlimfoblastel : al l. l. mieloblastel pe mieloidel, ha, dibaot kaer, al l. l. plasmokitel.

Kent War-lerc'h