Leukemiezh o tarvezout e tro an oad a 60 vloaz, naouus dre neridigezh ar gwiad limfoidel hag aloubadur ar bevedeg gant limfokit azv, hogos bepred eus ar rizh B, dibaot kaer eus ar rizh T, a ra etre 70 ha 99 % eus kelligoù ar gwad (50 000 ar gwadfeur anezho) hag an hanter eus kelligoù ar mel, kevret gant c'hwarrennoù hollek, avufelc'husvent, feur izel an immunoglobulinoù er gwad ; goude ur prantad a lies bloavezh stabilded, e tedro d'ar marv dre an amwad, an olpladanoù ha rouestladoù poreel.