Preder

Geriadur ar vezekniezh

leucémie, leucose (anvad dispredet)leukaemia, leukemialeukemiezh b.

Anvad rumm un niver kleñvedoù yud, lemm pe henek, naouus dre neridigezh al leukokit en o c'hreizennoù parañ ha pa ve aloubet pe get ar gwad gant ar c'helligoù paret (leukemiezhoù mieloidel, limfoidel pe lemm ; leukemiezhoù anleukemek, kelleukemek) ; pa vez distrujet ar mel eskern gant an argerzh neriñ, e kemer al l. neuz un agranulokitoz, un amwad pe un azoniad gwadliñvel ; dervaat a reer deznaou al l. dre an ezwanañ klerenn ; o soliañ war revoud leukemiezhoù loenel diwar viruz, war dizoloadenn an transkriptaz gindro e-barzh kelligoù leukemek denel 'zo, e c'houlakaer orin viruzel ar leukemiezh denel.

Kent War-lerc'h