Preder

Geriadur ar vezekniezh

cirrhose biliaire, cirrhose cholestatique, cirrhose cholostatiquebiliary cirrhosiskirroz bestlel, kirroz bestlanredel

Seurtad kirroz ma paota ar gwiad kenglenel e dianlen steviadur henek ar forzhioù bestl ; peurliesañ e vez stanket ar forzhioù ec'havuel (grouanegezh dreist holl, kankr, ilgreizfo pe bestlsanfo henek) ; dibaotoc'h e vez ar steviad war ar forzhioù enavuel (sl.  cirrhose biliaire primitive) ; en nevezc'hanidi e vez devoudet ar c'hirroz bestlel gant kammneuziad pe ezvezañs ar forzhioù bestl ; da azonoù dezhañ e vez usvent an avu hag ar felc'h, ikter ha terzhienn alies, uswask porzhel a-wechoù .

Kent War-lerc'h