Naoued avu dibaot, o teraouiñ a-sil goude pemont vloaz gant ar merc'hed peurliesañ, da azon kentañ dezhañ un debron ha, da heul, un ikter henek doues pe douesoc'h, terzhienn, troazhvestlegezh ha livrezh reol an oulennoù, un avu tev ha kalet, ur felc'h usventek, ur gwadusvec'h bilirubin, kolesterol, lipid hollel ha fosfatazoù alkaliek ; e-kerz an dedro emdarzh, marvus bepred dindan 5 bloaz ent keitat, e tinod ksantomoù kroc'hen, misug, dirazekaat, uswask porzhel ; ar prederiadur nemetañ eo treuzplantadur an avu ; dianav eo an arbenn : kevarguziñ a reer ur wikefre unanhangaeel, un tizhad viruzel, un orin hilel.