Seurtad kirroz liesañ e Frañs (80 % eus an degouezhioù), daou rizh dezhañ : 1) isteñvus (kirroz Laennec), naouus ent neuziadurel dre ar vezañs en avu eus greunennadoù arvelen (alese an dibab eus Gr. kirrov" "rous" a reas Laennec evit luniañ anvad ar c'hleñved), ent klinikel dre un torliñv puilh hag un dedro marvus herrek, 2) usteñvus, ma vez muiadur ec'honad an avu e dalc'h gourc'hresk ar gwiad kenglenel.