Gorregañ pe arsaviñ treled ar gwerederezh tredan er rehentoù kentez-kofig ; rummet e vez an tolc'hadoù kentez-kofig etre tolc'hadoù diglok (kentañ hag eil derez) pa na vez ket dizalc'h krenn argrezadoù ar c'hofig diouzh argrezadoù ar c'hentez ha tolc'hadoù klok (trede derez) pa vez peurzizalc'h argrezadoù ar c'hofig diouzh re ar c'hentez ; komz a reer eus tolc'had kentez-kofig arc'hwelel pa vez an tolc'had kentañ pe eil derez e dianlen, n'eo ket un direizh naouedel eus an tredanren, met un ustalm anreol eus ar blivadoù agentez (gougren pe kentezusteadoù 'zo).