Anaez o parraat ouzh an oksigen a fuiñ eus al logigoù skevent d'ar c'horrwazhied, e dalc'h parennoù diseurt : disleberad (skleroz pe gouliñv) speur al logigoù pe ar c'horrwazhied, stad al liñvenn entremezel, stad plasma ar gwad ha kennenn an hemati, strishadur naoz ar c'horrwazhied ha buanadur amred ar gwad ; erzerc'hañ a ra dre leiadur ar barr fuiñ skeventel, gwadisvec'h an oksigen hag an dioksidenn garbon ; dianlen eo d'ar fibrozioù skevent entremezel strewek, d'ar sarkoidoz ha d'ar berillioz skevent.