Gorregañ (tolc'had diglok) pe arsaviñ (tolc'had klok) eus treled gwerederezh tredan ar galon ; hervez an degouezhioù e sez ar mire (direizh an tredanren) : 1) er c'hevre god-kentez (tolc'had god-kentez) ; 2) etre an daou gentez (tolc'had etre-kentezoù) dre anaf hordenn Bachmann ; 3) etre ar c'hentezoù hag ar c'hofigoù (tolc'had kentez-kofig) ; 4) war varroù dehoù pe gleiz an hordenn gentez-kofig pe hordenn His (tolc'had barr) pe en ur c'havaz eus ar barr kleiz (tolc'had rannvarr araok pe adreñv) ; 5) e par rouedad Purkinje (tolc'had bleñchennoù, tolc'had rouedad, tolc'had purkinjeel, tolc'had annonek) ; 6) e par speur ar c'haher kalon (tolc'had speur), tolc'had hemañ na ziforc'her ket peurliesañ diouzh an tolc'had purkinjeel.