Preder

Geriadur ar vezekniezh

Takats : épreuve de G. de ∼De Takats's testprouad g. De Takats

Prouad amkanet da ziournat steviadur hag andalc'h gwazhiennoù don ar c'har pa vez teuc'helloù. O goullonderiñ a reer dre uhelaat ar c'har, ha goude e staler ur rolt damstardet dindan ar glin. Mar chom goustouet an teuc'helloù (ar gouzrec'h o vezañ en e sav), n'eus na steviadur nag andalc'h ar gwazhiennoù don. Mar dardennont e c'houlenner ouzh ar gouziviad sevel 10 gwech war vegoù e dreid : koeñvet e chom an teuc'helloù pa vez steviet ar gwazhiennoù don ; en degouezh kontrol e pladont. Ar c'hlañvour a chom neuze en e sav, ar rolt stalet en e lec'h : mar bez leuniet ar gwazhiennoù en-dro ez eus ur skorted eus ar gwazhiennoù don (sl. Perthes : épreuve de ).

Kent War-lerc'h