Preder

Geriadur ar vezekniezh

Takayashu : maladie de ∼Takayashu's diseasekleñved g. Takayashu

Anaez dibaot o tarvezout gant ar vaouez yaouank, naouus dre anforzh ar c'hefioù bras o tont eus gwareg an aortenn (karotidenn ha gwazhienn endan-drebez). An kez anforzh zo devoudet gant un holldalmerennfo hanrannel tanijennek a zo an anafoù anezhañ o souriñ war an ezsae, o tisoc'h a eil lank, gant an tromboz. Erzerc'haat a ra ent klinikel dre steuz poulz an div vrec'h hag ar c'harotidennoù, dre ur “c'hlefiñ spanaus” eus an izili krec'h, ezwalioù diwar heskwad an empenn hag alies dre un dallder dre ferennlug pe heskwad al luc'hsae ; direizhoù all eus gwazhied al luc'hsae zo bet ditouret : darvolloù, dasforzhadoù talmerenn-gwazhienn, gwadliñvoù. A-wechoù ez eus lec'hiadurioù talmerel all (isvolloù hag usvolloù an aortenn) ha diagentoù remmel ivez. Dedreiñ a ra ar c'hleñved dre resmiadoù terzhienn gant azoniad bevedel foel, dastroc'het gant prantadoù stabilaat hir. Natur an anaez-se zo anavezet fall, ha marteze ez eo un erwezh allergek, ent dibarek ouzh ur c'heuziad strepokokel (sl. gwazhiedfo allergek Gl. angéite allergique). — Aozerion 'zo a ra anv eus kleñved Martorell ha Fabre-Tersol pa vank an dezverkoù strizh a-fed anafoù neuziadurel, oad ha rev, naouus da gleñved Takayashu. Da neuze, ouzhpenn ar c'hleñved-se, ez eo furmoù all eus azoniad gwarenn an aortenn (sl. crosse aortique: syndrome de la ).

Kent War-lerc'h