Preder

Geriadur ar vezekniezh

Takata-Ara : réaction de ∼Takata-Ara testdazgwered g. Takata-Ara

Dazgwered dierc'hiñ ha dislivañ un dileizhenn sec'hdarzhad kloridenn vevargantek (HgCl 2 ) ha fuksin, pa azdoder gwadveiz klañvourion tizhet gant ar c'hirroz, gant ur skorted avu bras hag a-wechoù gant kankr an avu, pe pa azdoder liñvenn benn-kein klañvourion tizhet gant ar sifiliz nervel pe ar pilhonfo. An dazgwered-se ned eo ket spesadel, ha dispredet eo.

Kent War-lerc'h