Reizhiad unanennoù dezvel angemeret gant lies riez. En orin e c'hoarveze a deir unanenn diazez : ar metr (m) evit an hedoù, ar c'hilogramm (kg) evit an tolzoù hag an eilenn (s) evit ar padoù. Adalek 1954 e voe ouzhpennet an amper (A) evit ar redoù tredan, ar c'helvin (K) evit ar gwrezverkoù gwreznerzhoniel hag ar c'handela (cd) evit al luc'hreadoù. E 1971 e voe ouzhpennet c'hoazh ar mol (mol) evit ar c'hementadoù danvez. Unanennoù deveret a vez graet eus an unanennoù all.