Gwreskanv diwar ar saozneg Human Leucocytes Antigen, strolloù antigenoù gwiadkempadusted, bezant war holl gelligoù kraoñellek ar bevedeg. An antigenoù-se a glot gant ul lokuz kemplezh gannet gant allelennoù niverus. A-geñver gant al lokuz ma anad an allelenn e vezont aroueziet evel-henn : HLA-A, HLA-B, HLA-C ha HLA-D. Ar genennoù A, B, C a voneg evit proteinoù, savelet mat, lec'hiet war goc'hennoù holl gelligoù ar bevedeg, o kevaraezañ naouaat an unevded, dreist holl. Ar c'henenn D (ha HLA-DR) ne voneg ken nemet evit proteinoù antigenek sezet war c'horre ar c'helligoù angorzhet en argerzh hangaeel (limfokit, makrofag), o talvezout da gannadoù etre al limfokit. An kez genennoù a c'hoari ur roll a bouez e devoud distaol an imboudoù hag ivez e kleñvedoù henek 'zo.