Preder

Geriadur ar vezekniezh

système nerveux autonomeautonomic nervous systemnervreizhiad b. emrenek

Hollad al luniadoù nervel kreiz ha trobarzh (kangrennoù ha nervennoù) a gendaol da arouleviañ arc'hwel bonan an holl organoù ha gwiadoù, ent dizalc'h diouzh ar bed diavaez, en ur ziogeliñ ur c'henurzhiadur hag ur c'hengannadur rekis eus an arc'hwelioù diseurt. Ar reizhiad emrenek ne geveneb ket ouzh ar reizhiad nervel kreiz, o chom en he dalc'h hag o tasperzhiañ drezi en arc'hwelioù diseurt eus ar c'hemoned hag eus ar c'hantaezañ. C'hoarvezout a ra eus ar reizhiad parasimpatek hag eus ar reizhiad ortosimpatek. Menegomp an heñvelster : nervreizhiad struzhel pe reizhiad nervstruzhel.

Kent War-lerc'h