Preder

Geriadur ar vezekniezh

stimulateurs cardiaques : code international des ∼pacing codeboneg b. etrevroadel an adalfoù

Heuliad lizherennoù (etre 3 ha 5) oc'h aroueziñ rizh an ardivink ensteudet. An teir lizherenn gentañ zo ar re bouezusañ :

Al lizherenn gentañ a arouez ar gavenn ma c'hoarvez ar fraouadur : hini ebet (O), ur c'hentez (A), ur c'hofig (V) pe an daou (D).

An eil lizherenn a ziskouez ar gavenn ma 'z eo c'hoarvezet an dinoadur : hini ebet (O), ur c'hentez (A), ur c'hofig (V) pe an daou (D).

An trede lizherenn a zitour respont an adalf d'an dinoadur : heudiñ (I), fraouaat (T), an daou (D) pe hini ebet (O).

Ar pevare lizherenn a zenaou war vezañs (R) pe ezvezañs (O) eus emazasadur an talm fraouaat da gevassav an talmangwezh, eleze ha yevet eo an adalf ouzh ar striv pe get.

Ar pempet lizherenn a ziskouez bezañs pe ezvezañs ur fraouaat liesload : hini ebet (O), ur c'hentez (A), ur c'hofig (V) pe nep kenaozad eus A pe V (D).

Bez' ez eus bremañ adalfoù hep sont ha hep klozenn : kevaraezañ a reont ur fraouaat unkavenn hep sont. Yevet int ouzh gwrezverk ar c'horf, pezh a ro tu da vuiaat tead ar galon mar kresk gwrezverk ar c'horf. Desezet war-eeun er c'hofig dehou diwar-bouez ur c'hateter ebarzhet e gwazhienn ar vorzhed (e-kichen pleg ar varlenn), ne rekizont gwezhiadenn surjianel ebet, ha n'eus kleizenn ebet enta.

Kent War-lerc'h