Preder

Geriadur ar vezekniezh

stimulationstimulation, pacing1 fraouaat 2 kentraouiñ 3 kentrigañ

Evit diskouez durc'hadurioù ster an tri hanc'her-se e vo roet un nebeut skouerioù evit pep hini. An hini kentañ zo un deverad eus Br.  froù (Gl.  état de stimulation). Graet e vez gant fraou- evit an deveradoù. Diwar ster ar kBr. freu hag ar BrE. freù “buhezek, dibilh, bagol” e tenn fraouaat etrezek “dihuniñ, advevaat, hetaat”. An daou dermen all zo deveradoù diouzh Br.  kentr, alese o durc'hadur ster “lakaat birvilh, broudañ gant un taol kentr”.
1 Fraouaat :

dibenn an nervennoù santout fraouaet gant kentrigennoù terminaisons des nerfs sensitifs stimulées par des stimuli

fraouaat an difenn hangae enep ar poreoù stimuler la défense immunitaire contre les infections

hormon o fraouaat ar vierez hormon e stimulant l'ovaire

o fraouaat borc'hadur an hormon stimulant la sécrétion de l'hormone

o reoliñ an erwezhioù hangaeel dre o heudiñ pe dre o fraouaat qui règle les réactions immunitaires en les inhibant ou en les stimulant

hanterad kimiek o fraouaat ar buzerioù adrenwerc'her α médiateur chimique qui stimule les récepteurs adrénergiques α

lia o fraouaat an oberiezh empenn médicament stimulant l'activité cérébrale

2 Kentraouiñ :

kentraouiñ kreizennoù an analañ (amfetamin) stimuler les centres respiratoires (amphétamine)

Euvret a zoenadoù bihan e kentraou an nerveg (kinin) ingérée à petites doses, elle stimule le système nerveux (quinine)

kentraouiñ ar c'hoant revel stimuler le désir sexuel

o kentraouiñ arc'hwelerezh reizhiadoù diseurt ar bevedeg qui stimule le fonctionnement des différents systèmes de l'organisme

o kentraouiñ borc'hadur ar vestl qui stimule la sécrétion de la bile

3 Kentrigañ :

kentrigañ kroc'hen stimulation cutanée

kentrigañ parzh diavaez ar sol troad stimulation de la région externe de la plante du pied.

Kent War-lerc'h