Ardivink amkanet da brederiañ al laur henek a orin nervel. Un nervfraouaat — tredanskog ganet gant an ardivink —, a zevoud ur c'hammeraez, o tarallañ merzhidigezh al laur gant ar gouziviad. Desezet eo an trevnad gant ur surjian e-kerz ur wezhiadenn surjianel tregroc'henel, pe diwar-bouez ul lavnennezvenañ e kavenn ar mel a-livenn e degouezh a fraouadur livennvelel, pe e-kichen an nervenn da fraouaat. Goude e tesezer ur ganer tredanskogoù er c'hof pe e krec'h ur feskenn, ha kennasket eo ar gleuzenn ouzh ar ganer diwar-bouez un neudenn.