Preder

Geriadur ar vezekniezh

sclérose cérébrale de SchilderSchilder's diseaseskleroz empennel Schilder

Seurtad skleroz empennel strewek an oadour yaouank. Naouus eo ent neuziadurel dre un divielinaat daoudu kemparzhek eus ar poull vigelc'hiek, o toujañ ar gwiennoù gwar hag ar bluskenn. Ent klinikel, argammedek eo an deroù (klopennadoù, trolernoù, ankewant ha dreist holl leiadur ar gweled) ; goude e c'hoarvez ar strafuilhoù loc'hadel : ledseizi, daouseizi, treuzseizi dasstrizhek gant barradoù glizi. Dedreiñ a ra ar c'hleñved dre resmiadoù, o tisoc'h gant an envedi, gant ar beurzallentez, ha kas a ra d'ar marv en ur stad a andalc'hiadezh gant ustant, a-benn ur bloavezh pe 18 mizvezh. Kevarguzet eo bet keñverioù s. e. S. gant ar skleroz empennel kreiztolbezennel ha gant ar skleroz strewek. Dianav e chom an arbennoù anezhañ.

Kent War-lerc'h