Preder

Geriadur ar vezekniezh

sclérose en plaquesmultiple sclerosisskleroz strewek

Anaez an nerveg kreiz, dianav e arbenn, naouus dre furmadur plakennoù divielinaat heuliet gant skleroz, lec'hiet e steuñvenn wenn an empenn hag ar mel a-livenn. Ar skeudennerezh dre zasson gwarellel derc'hanel zo ret evit an deznaou, oc'h adkavout annonioù strewek danbluskennel. Kleñved dibare ha henek, o tedreiñ a-frapadoù, gant didorrvezhioù, hirbad a-wechoù . An azonoù a vez kavet ar muiañ zo : ur c'hren diarvennel, un nistagmuz, un ankedre, ur migevaot, trolernoù, un daouweled, un nervennfo gweledel drek-boull, strafuilhoù bredel. Ardarzh an anaez-se a chom amsklaer evit un darn. Anadennoù unanhangaeañ, a orin hilel marteze, a vez meneget, a-se ar prederiadur dre interferon ha hangaeastalerioù.

Kent War-lerc'h