Termen o teanviñ ur stroll anaezioù bodet e stern ar gwennempennfoioù. Bez' ez eus naouusterioù neuziadurel boutin etrezo (divielinaat kentael ha skleroz steuñvenn wenn an empenn, kemparzhek ha strewek) ha klinikel (tuzumadur bredel, strafuilhoù pikernennek ha lagadel). Tizhet e vez ar c'houziviaded yaouank, anaezioù 'zo o vezañ a natur dic'henezhadel, an eil re a orin foel. Kemm a vez lakaet etre gwennempennfo sklerozus goulemm Van Bogaert hag ar sklerozioù foel ha strewek all, ar gliomatozioù strewek (neridigezh kelligoù astrokitel hanweek o tistrujañ ar mielin), ar gwennvideñvoù argammedek, skleroz empennel Schilder gant ar skleroz empennel kreiztolbezennel, empennfo kengreizek Baló.