Anaez eus stroll ar sklerozioù empenn strewek o teraouiñ er vabaniezh, naouus, ent neuziadurel, dre blakadoù sklerozek kurzhidik lec'hiet e steuñvenn wenn an div hanterenn empenn, dindan ar bluskenn ha gant un erwezh gliel, dibaot ar c'helligoù ennañ, hep roud a danijenn pe a zreistkarg kennevidel ; ent klinikel, dre un dedro herrek en deroù, ma tarvez dreist holl andagoù, dargrezadoù, ha goude seizioù gant strafuilhoù skiantennel (dallder, h.a.), gorrekoc'h e-doug an argizad ; an kez argizad ned eo morse klok, o lezel war e lerc'h treuzseizioù dasstrizhek hag ur stad a zic'hwitadur kefredel. Tud 'zo a sell ouzh ar c'hleñved-se evel ur stad kleizennel eus skleroz empennel Schilder (empennfo amahelel strewek) ; tud all a zisparti an daou anaez o lakaat ar s. e. k. e stern an empennfoioù mabanel a orin gwazhiedel pe bistriel.