• Aozer : Guy ETIENNE
  • Al levr : 2005 - 3, 192 p., 15,7x22 cm, ISBN 2-901 383-62-9
  • Priz : 15,00 €

Barzhoniezh

« Ur sadorn da noz a viz Kerzu ma soñjen bezañ va unan oc’h ober va zro e-barzh iliz Lokronan, setu ma tiskoachas e-harz piler sant Roc’h un den en e goazez. Diflach da gentañ, e stouas e benn hag e roas din da c’houzout edo eñ, William Blake, ouzh va gedal. Diskouez a reas ur plas war ar skaoñ en tu kleiz dezhañ ha diouzhtu ez eas din (ne oufen lavarout hag e saozneg pe e brezhoneg e voe hon emziviz). »

« “Evel ma ‘c’h eus merket, e-pign e chomas va ‘Proverbs of Hell’. Un ael rok en doa kroget e kabiez va daimon ha hemañ gant ar braouac’h a seizas va brec’h. Dija an ael en doa e daolet d’an douar hag, o voustrañ va dorn, a’m redias da dresañ ar seikontvet linenn, a anavezez : ‘Enough !’ Annoazet, gant an droug a oa ennon ez ouzhpennis : ‘or Too much’, gerioù a reas d’ar bourev leuskel va dorn — an aeled, a ‘m boa merzhet c’hoazh, ne veizont ket ar gwenvrazh —, nemet e siellas va follennoù ken na leze mui va fluenn roud ebet warno. An ael-se eo, gant keneiled dezhañ e’m eus eñ gouezet, oa en e sav war an dibennerez tri bloaz goude pa ziskenne ar gontell war choug André Chénier. »

« Te a c’hortozen e goudor an iliz kreñv-mañ. Den krouis a skrivez ez out, ha gwir eo : bas ouzh bas an dour e’z puñs. E se, kent diraez an nor a glevez da ankoù ouzh he divorailhañ, e’m eus divizet skuilhañ ennout un dornadig eus ar c’hrennlavaroù na voen ket evit o lakaat war baper. »

Dastumad barzhonegoù savet gant Guy ÉTIENNE etre 1986 ha 2004 ha troidigezhioù diwar barzhed alaman, gall, saoz ha slovak : Johannes Robert BECHER, Gottfried BENN, Paul CELAN, Friedrich HÖLDERLIN, Rainer Maria RILKE, William BLAKE, Thomas Stearns ELIOT, Sylvia PLATH, Adrian MIATLEV, Armande LOUP, Laco NOVOMESKÝ

Taledenn gant Liu Nan