• Aozer : Yvan GUEHENNEC
  • Al levr : 1997 - 2, 160 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-22-X
  • Priz : 12,20 €

Prizius dreist eo deskiñ kembraeg dre ma ’z eo, a-unan gant ar c’herneveg, ar yezh tostañ d’hon hini. Kenorin int o zeier, bet disrannet un unnek kantved ‘zo, pezh ned eo ket ur prantad hir en istor ar yezhoù. He deskiñ neuze a daol gouleier skedus war framm hon yezh e kement ma'z eus etreze elfennoù boutin, anat, hogen er feur m’o deus dibabet hentoù diforc’h ha pellaet an eil diouzh eben.

Ur perzh espar en deus al levr-mañ : savet eo bet diouzh savboent ar vrezhonegerion ha neket, evel ma c’hoarvez peurliesañ, hervez hentenn an dornlevrioù deskiñ embannet e Kembre – ha troet pe adaozet e brezhoneg – an holl anezho o vukañ ouzh saoznegerion.

Evel-mañ e c’hallfer hiviziken keñveriañ pazenn ha pazenn heñvelderioù ha disheñvelderioù hon div yezh ha kompren ervat ar framm don anezho, eleze a-benn an diwezh anaout gwell hon yezh-ni.

Ret eo ober anv ivez eus an diuz graet gant an aozer : ned eo ket ar c’hembraeg « skolek », hini ar Bibl, marv abaoe tri c’hantvloaziad da nebeutañ daoust m’en kentelier atav, hogen ar yezh a vremañ evel m’he arverer bemdez e-touez an dud « desavet mat » (ha pell enta diouzh luc’haj kreolsaoznek ar yezherion dizesk : e bro ebet, nemet e Breizh ve, ne gemerer da bennskouer dizesketañ tud ar vro !). Stumm arnevez ar yezh eo a zifraost e hent ken er skinwel hag er skingomz, ken el lennegezh hag er c’hazetennerezh. Ur wech studiet al levr ganeoc’h e viot gouest da vont pelloc’h hep diaester ebet, rak ur gelennadurezh yac’h ho po sunet.