• Stadegouriezh – Tebegouriezh
  • Aozer : Yann-Baol AN NOALLEG
  • Al levr : 2000 - 3, 552 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-38-6
  • Priz : 28,98 €

Gant gervaoù divyezhek : brezhoneg, galleg

Hep ket a var ez eo diorreidigezh ar Stadegouriezh ha Riñverezh an tebegoù unan eus dezverkoù hon amzervezh. O c’havout a reer e pep lec’h, en amaezhiañ Stad, en ardeiñ kevredadoù, en imbourc’h skiantel, en armerzh koulz hag er politikerezh, evel ar sontadurioù da vare an dilennadegoù, da skouer. Deuet eo ar Stadegouriezh da vezañ un elfenn a bouez eus gouiziadur hollek hon amzer. Gant lammgresk ar c’halvezhderioù e domanioù evel ar Vevoniezh volekulel, ar Vezekniezh, an Derc’hanouriezh, h.a. ez eo splann o devez ar Stadegouriezh hag an Debegouriezh ur roll bras ouzh bras. Kel a vez mui ouzh mui ag andiended ha ned eo ket mui ar Skiant bali veur an araokaat o c’hrataat dimp antronozioù baradozek. Dav engwerc’hañ an dargouezh en ur gounañ atav emañ ar glaoustre e diazez pep embregadenn . Mard eo bet lusket an Debegouriezh en derou diwar gudennoù o tennañ d’ar c’hoari ez eo deuet ar Stadegouriezh, evel ar Jedoniezh dre vras a du ‘rall, da vezañ un araez galloud etre daouarn ar Stadoù hag an damanioù all.

Aketus eo bet an aozer da spisaat gant rikted pep termen ha da bourchas d’ar studier binvioù an dezevout jedoniel. E meur a zoare ez eo al levr dreist d’an darn vuiañ eus an dornlevrioù keñverek e galleg, saozneg pe alamaneg, kement-se dre gorvoiñ barregezhioù ar brezhoneg evel yezh ar preder resis. Evit pep chabistr e vez kinniget poelladennoù d’ober.

Evel JEDONIEZH I ez eo klokaet JEDONIEZH II gant gervaoù divyezhek : brezhoneg-galleg ha galleg-brezhoneg. 1 500 ger a ya d’ober ar gervaoù-se.