• Aljebr – Dezrann – Mentoniezh
  • Aozer : Yann-Baol AN NOALLEG
  • Al levr : 1998 - 2, 504 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-31-9
  • Priz : 28,98 €

Gant gervaoù divyezhek : brezhoneg, galleg

Pourchas a ra an oberenn-mañ an anaoudegezhioù rekis da dremen ar Vachelouriezh ha zoken da gregiñ gant studioù er Skol Veur evit a sell an Aljebr, an Dezrann hag ar Ventoniezh. Kavet e vo enta ar pep retañ adalek ar C’hwec’hvet betek ar c’hlasoù Dibenn studi, gant astennadoù o vont un tammig pelloc’h. Dre se e teuy e kerz an holl re o deus dober a Jedoniezh – skolidi, kelennerion, skiantourion – an araezioù hag an termenoù a rae diouer betek henn, despizet e pep rikted, hep ma ve dispaket ent reizhiadek evit kelo an dienadurioù holl.

Ned eo ket un dornlevr ez eo, n’eus poelladenn ebet, da skouer. Nag evit se e c’hallo al lenner kavout despizadurioù, delakadennoù hag ur yoc’h skouerioù kevaraezus da veizañ an termenoù en o c’hemperzh. Ouzhpenn-se emañ skoret ar c’hrefen diwar goulunioù, diervadoù ha kevregadoù e-leizh.

Klokaet eo JEDONIEZH I gant daou gerva diyezhek : brezhoneg-galleg ha galleg-brezhoneg. 2 500 ger a ya d’ober ar gervaoù-se.