Kefridi LAVAR eo bezañ an imbourc’hva ma teu tud a bep diskiblezh da c’hoveliañ ar yezh o deus ezhomm en o labourioù personel. En e rummad levrennoù e kaver kement danvez a c’hell un den eus hon amzer kaout da emellout anezho. Abaoe 1966, m’eo deuet e goulou levrenn gentañ an dastumad, o deus an aozerion pledet gant krefen o tennañ da ziskiblezhioù ken diseurt hag ar re-mañ : adeiladouriezh, amaezhierezh, anadennoniezh, apotikerezh, armerzh, barzhoniezh, boudoniezh, bouedoniezh, bredelfennerezh, bredoniezh, bredouriezh, brezel, bureveg, dareulerezh, denoniezh, diougonerezh, divezoniezh, douaroniezh, fizik, gramadeg, greanterezh, gwinoniezh, gwir, heviezouriezh, istor, jederezh, jedoniezh, kalvezerezhioù, keginerezh, kehenterezh, kerzoniezh, kevredadouriezh, kimiezh, kravez, livouriezh, lizheregouriezh, loenoniezh, luc’honiezh, merdeadurezh, mezekniezh, mezoniezh, milouriezh, optik, poelloniezh, politikouriezh, prederouriezh, rummataerezh, semiotik, sorbiennouriezh, stenoniezh, stlenneg, sturoniezh, surjianerezh, teologiezh, trabedoniezh, tredanouriezh, treloc'herezh, trevoniezh, yezhoniezh – o lakaat ouzhpenn se ar yezhouriezh a zo an arz da ziorren ur yezh.

Lavar 08

  • Al levr : 1991 - 3, 534 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-06-8
  • Priz : 24,39 €

Oc’h ober lodenn gentañ al levr-mañ emañ kendalc’h (KIS-200 da KIS-346) an notennoù embannet dindan an talbenn LAVAR abaoe 1966.

Aozer-stroll ar steudad eo ar Greizenn imbourc’h sturyezhouriezh (KIS) anvad dalc’het digemm daoust ma reer kentoc’h hiziv gant yezhouriezh, ha daoust ma n’eo KIS nag ur greizenn en egor, nag ur greizenn frammet; bez’ ez eus anezhi ur rouedad imbourc’herion war bep a dachenn, a c’hoarvez dezho kenlabourat pa gavont spletus e ober. E lec’h all evit gwir emañ kreizet : o kemer da sol nemetañ he labour labour diorreerion ar brezhoneg, ar yezhadur o deus skoueriekaet, ar skrivadur o deus stabilaet, an durc’hadur o deus roet d’ar gerlunierezh ; ha da bal ober eus ar brezhoneg ur wir yezh, korf d’al lavar boutin etre an holl yezhoù bev war ar blanedenn. Evel ma troc’has krenn Gwalarn diouzh geun ar skridoù proviñsek evit krouiñ ul lennegezh wir, hollveziadek, salv a lec’hiegezh, he deus KIS laosket a-dreñv dezhi an islonk bepred o tonaat etre talbenn al lavar bev ha pilhaouerion ar brezhoneg. Netra azonusoc’h d’an troc’h nevez-mañ eget tavantegezh ar yezhouriezhoù chomet war ar ribl all, ha pa ve houmañ a gred fardañ gant drailhoù teodyezh soubet er pentur etrevroadel ur parlant plom mougus d’ar gefredelezh, pe hounnezh a intent goro gerioù ar vuhez a vremañ eus tezhioù hesk ar yezh lennegel.

An eil lodenn eo ar c’henskriverezh etre Roparz Hemon ha Guy Étienne (1957 - 1977) – ac’hoel al lizheroù a denne d’ar yezh. Priziet al lenner emzalc’h kemplezh, arliviaouek, bepred digor ar patrom kozh dirak keflusk an danvez yezhourion a ginnige lakaat brall er mogerioù, kemeret kentel ivez, rak n’eo ket bemdez e tibab ur c’hefredour diles ar brezhoneg d’e yezh. Klokaet eo LAVAR 08 gant gervaoù alamanek, armeniek, brezhonek, esperantek, etrevroadel, gallek, gresianek, hebraek, hengeltiek, henindiek, indezeuropek, italianek, iwerzhonek, kembraek, kernevek, latin, rusiek, saoznek, siriek ha spagnolek.

Lavar 09

  • Al levr : 1996 - 3, 536 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-17-3
  • Priz : 24,39 €

El levrenn-mañ e kaver 66 notenn, Evel el levrennoù kent e tenn an termenoù studiet da zomanioù diseurt : Bevoniezh ha Mezekniezh, Arz ha Prederouriezh, Poelloniezh, Stlenneg, Dareulerezh, Fizik ha Kalvezerezhioù.

Goude tregont bloavezhiad labour tenn lakaet da weam neudenn ha neudenn ur c’horf d’ar yezh, eo diraezet ar bazenn a striver daviti adalek an derou. E-pad pell e redas ar brezhoneg war-lerc’h ar yezhoù all, hep damant estreget benañ ur gwiskamant well-wazh da gealioù amprestet. Hiziv, e ser un imbourc’h hag un dezevout renet e brezhoneg, eo boulc’het da vat ar grouidigezh, n’eo ket hepken eus gerioù er yezh, met eus kealioù el lavar bed. E meur a lec’h e Lavar 09 ez eskor meizadoù, e tiwan termenoù n’eus dezho evit c’hoazh kevatal ebet er yezhoù all.

Lavar 10

  • Al levr : 1997 - 2, 518 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-20-3
  • Priz : 24,39 €

Kavet e vo e LAVAR 10 imbourc’hioù hiniennel, eskemmoù, danevelloù labour strolloù. Ledan eo bepred skalfad an danvezioù ergerzhet : Armerzh ha Kevredadelezh, Gwir ha Politikerezh, Lennegezh, Gramadeg, Semiotik ha Yezhoniezh, Fizik, Stlenneg ha Kalvezerezh greantel, Bevoniezh ha Mezekniezh, Bredoniezh ha Diougonerezh. An div dachenn pleustretañ eo ar Jedoniezh hag ar Brederouriezh.

Pergont vloaz zo ez embanne PREDER bezañ ur gelaouenn a brederouriezh, met bihan eo chomet betek-henn al lodenn-se. Petra d’ober endra na oa ket ar brezhoneg evit perzhiañ er vuhez kempredel nag ar vuhez vrezhonek evit genel ur gefredelezh vrezhonek evit donaat betek ma tellezfe an anv a brederouriezh ? – endra veze ar braz eus dalc’hiaded ar yezh dastumet e kluboù erezus ouzh kement oa kefredel ha kempredel, c’hoantaus hepken da gomz ha da soñjal evel kouerion an 19vet kantved ? Antebek oa zoken, pa seller mat, e teuje dezevourion da dresañ o erv e hevelep gouelec’h. Deuet int koulskoude ha mard eus roudoù prizius en tamm douar-mañ ez eo o re : keit ma vo sevenet ur striv kefredel en hon yezh ez anavezo e zerou en o labour. Anv zo amañ eus Frañsez Vallée, a lakaas war ar stern hanc’herieg ar preder, eus Maodez Glanndour a skrivas an testennoù kentañ a brederouriezh e brezhoneg an 20vet kantved. Eus Roparz Hemon dreist-holl, ar c’henderc’her brezhonek kentañ o tamkanañ e obererezh.

Test omp bet d’ur burzhud, boutinat burzhud en istor evit gwir : evel ur viruz o kouezhañ den ne oar a belec’h e-barzh damgelan ar brezhoneg, oc’h ober d’ur preder dinodiñ ha war un dro d’ar brezhoneg dasorc’hiñ. Hetiñ ne c’hellomp ken ma ve burzhudoù eus ar seurt adarre evit mad ar preder ha berzh ar brezhoneg. Ar preder eo avat an talvoud gwir ha dioutañ, evel diouzh pep oberenn diles savet en ur yezh ha treuzskuilhadus d’ar bed, e tenn ar brezhoneg e gantreizh, n’eo ket ar gin.

Lavar 11

  • Al levr : 1998 - 3, 510 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-33-5
  • Priz : 24,39 €

En unnekvet niverenn LAVAR emañ tost da vat an hevelep durc’hadurioù hag en dekvet. Yann-Baol An Noalleg a gendalc’h da gevrikaat lavar ar Jedoniezh. Gab Cherel hag Alan E. Ar Berr a zegas war chanter ar gersaverezh kudennoù kalvezel eus yezh ar verdeadurezh. Roger Le Nestour, abaoe bloavezhioù o pleustriñ war istor an Trede Republik, a zegas dirak ar ar geneiled krefen liesseurt o tennañ d’an Armerzh ha d’ar Politikerezh.Ar bodad a zo o prientiñ eil embannadur Geriadur An Here, Martial Ménard hag lwan Kadored pergen, a c’houlenn ali imbourc’herion LAVAR war boentoù ‘zo eus ar ouezoniezh hag ar c’halvezerezhioù arnevez. Goulven Pennaod a laka e ouiziegezh vras hag e spiswel a yezhoniour en arempred e gevelerion. Guy Étienne a zalc’h gant mennad orin Preder a zo rein lañs d’ar Brederouriezh e brezhoneg : savelañ lavar diazez an diskiblezh ha rein digor d’an dezevout kempredel. Reun An Hir, o kenderc’hel al labour boulc’het gant SADED, zo gantañ war ar stern un hanc’herieg Douaroniezh, Istor, Armerzh evit ar skolioù. Yann-Ber Quirion a bled da zespizañ savlec’h ar c’hontadennoù er bed arnevez. Jakez Cosquer zo damantet da gas labourioù war ar Jederezh.

Lavar 12

  • Al levr : 1999 - 4, 528 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-39-4
  • Priz : 24,39 €

E LAVAR 12 ez eus bodet notennoù en-dro d’an imbourc’hioù renet er mare-mañ war ar jedoniezh hag ar jederezh, war skiantoù an alvez hag ar beved, war ar c’halvezerezhioù, war ziskiblezhioù ar vuhez, ar gevredadelezh, an istor ha war ar brederouriezh.

Daou gammed nevez a verker e LAVAR 12 : an eil o tennañ d’ar brederouriezh, egile d’ar gedvuhez. Kammed kentañ, embannadur ur gerva prederouriezh a 110 pajenn, ouzh e ober un alc’houez brezhonek-gallek(-alamanek-saoznek) dezhañ 3 000 enmoned hag un alc’houez gallek-brezhonek gant 4 000 enmoned. Ouzhpenn an termenoù a brederouriezh ent strizh ez eus ennañ termenoù yezhoniezh, yezhouriezh, jedoniezh hag ivez geriennoù pemdeziek a c’hell ar prederour kaout ezhomm anezho.

Ar c’hammed all zo graet war dachenn an damkaniezh. Kel zo da reiñ d’ar brezhoneg un dezvad kefridiel. Pe vrezhoneg avat en devo an dezvad ? An dilerc’hioù teodyezh aet pell ‘zo e-maez ar gedvuhez ? Sabir ar mediaoù hag ar skolioù ? Nevezteodyezh an emsaverion ? Mar rankje ur gevredigezh bevañ e hini pe hini eus ar brezhonegoù-se e vije ur giladenn drastus eus ar spered. Ramzel e chom an islonk a ranko ar brezhoneg treuziñ da vezañ ur wir yezh. N’eo ket an islonk eo hon spont, met an dic’houzvez anezhañ eo ar vrezhonegerion. D’un den yaouank mennet da labourat a oa oc’h anzav ar spont-se end-eeun e skrive unan 0ac’hanomp : « Ned in ket ken pell ha Churchill a bromete “ gwad ha daeroù ” da Vreizhveuriz e 1940, met ne dremeni ket hebiou d’an dekmiliadoù eurvezhioù trevell a ‘z kortoz mar dalc’hez gant da erv. »

Lavar 13

  • Al levr : 2000 - 4, 544 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-41-6
  • Priz : 24,39 €

Testennoù LAVAR 13 zo evit un drederenn anezho danevelloù ar bodad a brientas Geriadur ar Mediaoù. Gouestlet eo ar pep all d’ar brederouriezh ha da imbourc’hioù ken liesseurt hag ar politikerezh e Sina, ar jedoniezh, ar c’heriadurezh, an hiloniezh, ar bouedvirerezh... LAVAR 13 a gaver ennañ ivez an eskemmoù en dro d’al levr emeur o prientiñ war ar mor hag ar bageal. Da notañ ivez derou ur rummad notennoù gramadegel.

Unan eus chanterioù Preder eo Geriadur ar brederouriezh. Abaoe 26 kantved emeur o prederouriañ ha gwall nebeut eus oberoù ar brederourion zo deuet betek ennomp en hon yezh. Koulskoude ne oufed sevel ar geriadur diawelet nemet diwar destennoù brezhonek. Un hent n’eus ken : da gentañ reiñ digor d’ar brederourion e rezh troidigezhioù hag addisplegoù – pezh a ra Preder abaoe 42 vloaz ; d’an eil, dastum gervaoù diwar frouezh al lankad kentañ – pezh en deus LAVAR staget d’ober warlene dre embann "Gerva Prederouriezh Lavar 12" ; un trede lankad a vo pleuskañ danvez krai ar gervaoù ur wech m’o devo graet tro ar brederourion bennañ ha tennañ diouto ur geriadur.

El levrenn-mañ e kaver an eikont pajennad eus "Gerva Prederouriezh Lavar 11". Da c’hortoz ma vint bodet a-gevret gant ur vostad gervaoù all e-barzh chanter ar geriadur, e vo ar gerva-mañ ha LAVAR 12 talvoudus, hon eus spi, evit mont aesoc’h ha donoc’h en notennoù prederouriezh a zo bet hag a vo embannet.

Lavar 14

  • Al levr : 2001 - 4, 500 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-54-8
  • Priz : 24,39 €

LAVAR a gendalc’h da embann disoc’h an imbourc’hioù amkanet da astenn an hanc’herieg. Un darn eus an notennoù zo anezho danevelloù ar c’henlabour en dro da zanvezioù ken liesseurt ha skiantoù an alvez hag ar beved, ar c’halvezerezhioù, ar verdeadurezh, al lennegouriezh, an arz, ar c’hramadeg, ar vredoniezh, an istor, al louzawouriezh pe ar vuhez pemdeziek.Pergont dre gant eus ar pajennoù zo dindan studiennoù a brederouriezh.

Tro ha tro e pleder gant dezevourion Europa (Hegel, Husserl, Heidegger, Kearney) ha gant prederourion japanat an 20vet kantved (Nishida, Tanabe). Ar re-mañ, hogos dianav en Europa evito da vezañ loc’het dre eilsammañ meizadoù ar preder alaman, a zigor dirazomp dremmwelioù a c’hoanag pell bras diouzh an hentoù dall ma chag speredegezh Kornog. Mouezhioù int o tregerniñ dreist dismantroù un impalaerouriezh nad eo ket estren dimp. Nes emaint, ur souezh, d’ar mouezhioù a sav a-vesk an tousmac’h kempred, ez eo yaouankiz nevez ar brezhoneg unan anezho etre kalz re all.

Evel en niverennoù kent e lenner e LAVAR 14 lizheroù eskemmet a-zivout darvoudoù ar mare hag an obererion anezho, en o zouez danvez dezrannoù eus amplegadoù istorel ha politikel kelennerezh ar brezhoneg hiziv. Gouestlet ez eus un eikont pajennad c’hoazh d’ur Gerva Prederouriezh, enno an termenoù arbennik arveret e LAVAR 13 hag e LAVAR 14. Evel ma ‘z eo bet displeget, e talvezo ar Gervaoù-mañ da ziazezañ chanter ur geriadur a ‘r brederouriezh.

Lavar 15

  • Al levr : 2003 - 2, 536 p., 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-57-2
  • Priz : 25 €

LAVAR 15 a c’hoarvez a bemont studienn o plediñ gant tachennoù ken diseurt hag ar verdeadurezh, an dareulerezh, an diougonerezh, al lennegezh, ar c’hoariva, al livouriezh, an istor, an darvoudoù kempred. Er renk kentañ avat emañ ar brederouriezh, ar c’hramadeg hag ar geginouriezh.

Tri fennad hir a ziskler savlec’hiadoù Hannah Arendt e-keñver an niñvañ, gwirioù mab den hag ar skiant voutin. Amkan notennoù all eo dezrannañ arlakadenn an nadiñ rummel gant Husserl, geneliezh ar me hervez Anna Freud ha Melanie Klein, meizadoù ar c’hantouezañ e preder Nishida ha Merleau-Ponty, an darempredoù etre jedoniourion ha prederourion a-zivout an anvevenn.

Pemp Notenn c’hramadegel a ra war-dro ar rakgerioù, ar c’hevarzhelloù, ar ger mell, an troadelloù verbel, ar plegadoù verbel hag anvel, an araogennoù graetanvet « displeget », an troiennoù idiomatek, h.a.

En niverenn-mañ e stager da studiañ alejerezh ar boued hag an hevlezouriezh. Gouestlet eo an teir Notenn Geginouriezh kentañ d'an traolioù, listri ha binvioù, ha da lies modoù ar poazhañ.

Digor eo bet adarre LAVAR d’an dasselladoù ha d’ar prederiadoù war gudennoù hon amzer : keñverioù Diwan gant « kefredourion organek » ar Republik, kemplezh Caliban Breizhiz ’zo, emell ar grouerion er gevredigezh keodedel, enepyuzevegezh an Eil Emsav...

En ur Gerva brezhonek-gallek(-alamanek-saoznek) ha gallek-brezhonek a ouzhpenn 100 pajenn emañ dastumet an termenoù prederouriezh, diskiblezhioù al lavar ha skiantoù an den arveret e LAVAR 10 ha LAVAR 15.

Lavar 16

  • Al levr : 2004 - 4, 536 p, 15,7 x 22 cm, ISBN 2-901 383-61-0
  • Priz : 25 €

An tregont eizh notenn a ya d’ober korf LAVAR 16 zo frouezh ar youl o deus ur rouedad kevelerion da gaout en o c’herz ar binvioù lavarel dereat rekis evit o labour pemdeziek. Ar pal hollek-se a ro da gompren perak ne vez raktres ebet da levrennoù lavar. Gweet e vez an danvez anezho, evel ma teu e teu, hervez ar c’hrefen a yezh, met ivez a breder, a gav an aozerion a-dreuz d’o hent. E se, e toug al levrenn-mañ roudoù eus :

  • imbourc’hioù Gab Cherel hag Alan E. Ar Berr, a verk un termen da vloavezhiadoù prientidigezh o levr, Geriadur ar Verdeadurezh, deuet er-maez hevlene,
  • ematersoù Laorañs Motrot war an durc’hadurioù kempred boutin etre ur preder arab ’zo hag ur preder brezhon ’zo,
  • ar strivoù renet gant Yann Varc’h Thorel evit lakaat en ur brezhoneg resis ha sklaer ur studienn sirius ha klok, savet avat en ur galleg diouzh ar c’hiz psi gant un arbennigour war strafuilhoù anaoudel ar vugale er skol,
  • embregadennoù Pierrette Kermoal en amboaz reiñ ul lañs nevez d’ar skridvarnerezh ha d’al lizheregouriezh,
  • damant Martial Ménard da bourchas d’ar skolioù dornlevrioù ha geriadurioù er yezh kempred,
  • kendalc’h an ergerzhadennoù kaset gant Roger Le Nestour en istor riezoù ar bed abaoe an 18t kantved,
  • al linennoù bras treset gant Chantal ha Yann-Baol An Noalleg e sell d’ur Geriadur a ’r Geginouriezh,
  • divrazadur ur Geriadur a ’r Gwin gant Guy Étienne, Alan E. Ar Berr, Yann-Baol An Noalleg,
  • taolioù arnod Guy Étienne evit dedalvout d’ar c’hramadeg hentennoù ’zo eus ar Brederouriezh,
  • erbar an hevelep aozer da geñveriañ, e sigur ur sell war skridoù Husserl, Heidegger ha Descartes, barregezhioù an alamaneg, ar galleg hag ar brezhoneg e lavar ar preder.

Lavar 17

  • Al levr : 2006-4, 520 p., 15,5 x 22 cm, ISBN 978-2-901383-65-9
  • Priz : 25 €

Diouzh hentoù boas ar steudad lavar eo bet savet an niverenn 17. Etrezek pevar amkan e sko ar pemont teir notenn a ya d’he ober :

  1. Prientiñ geriadurioù.

    Chantal ha Yann-Baol An Noalleg a gendalc’h da zastum danvez evit ur Geriadur ar Geginouriezh.

    Yann-Baol An Noalleg a laka dindan studi an termenoù a zle klokaat Geriadur ar Fizik — deuet eo al levr e gouloù en hañv 2006.

    Gab Cherel a c’houlenn harp e geneiled en amboaz pengenniñ Geriadur an Hinouriezh.

    Martial Menard, sterniet ouzh un trevell geriaduriñ war hir dermen, a zeu da blediñ gant geriennoù eus al lavar skiantel.

  2. Spisaat gramadeg ar brezhoneg en ul lavar kempred.

    Guy Étienne, a striv da gas pelloc’h kentelioù Yezhadur SADED a genlabouras d’o skridaozañ.

  3. Hervez goulenn skrivagnerion peurliesañ, pleustriñ war grefen eus ar yezh lennegel hag eus yezh ar pemdez.
  4. Prederiañ a-zivout al lavar hag ar yezhoù, ent dibarek evit a sell saviad ar brezhoneg hag an embregadennoù d’e ziorren.

Da renkañ a-dal d’ar pevar amkan en ur ser eo pennad Yann Varc’h Thorel a-zivout skrivadur ar sinaeg, dasselladenn Gab Cherel war ur ger gresianek arveret en Aviel hag an droidigezh renet gant Laorañs Motrot hag Alan E. Ar Berr eus un destenn diwar zorn Immanuel Kant.

Lavar 18

  • Al levr : 2007-4 , 510 p., 15,5 x 22 cm, ISBN 978-2-901383-67-3
  • Priz : 25 €

En aridennad 879 notenn embannet gant lavar abaoe pergont vloaz ez eus peadra da gavout danvez diskoulmoù d’un niver mat a gudennoù eus al lavar kempred. An notennoù-se, anezho eskemmoù anfurmek ha danevelloù labour, savet war an dachenn gant tud mennet da ren o buhez pemdeziek e brezhoneg, a voe renket betek henn diouzh an deiziadoù ma vezent skridaozet. E lavar 18 en o c’haver hervez un urzh lizherennel, kement-se war-benn aesaat o labour d’an arveriaded.

Un eil abeg zo d’ar renkadur nevez-se. Soñjal a reomp ez eus a-benn bremañ gant ar yezhouriezh vrezhonek diazezoù solut a-walc’h evit ma ve boulc’het da vat an oberenn rakwelet abaoe bloavezhioù ez eo ar geriadur hollek. Un doare da brientiñ ar chanter eo, d’hon meno, reiñ ur furm lizherennel da lavar.

E-touez an diskiblezhioù studiet e lavar 18 e teu ar Vevoniezh, ar Vezekniezh hag ar Vredoniezh e penn. Pleustret e vez ivez war grefen a C’hramadeg — emeur o prientiñ un adembann azgwelet ha klokaet eus kentelioù Yezhadur SADED. E dibenn al levr e kaver bepred Menegvaoù brezhonek, gallek, saoznek, alamanek.

Lavar 19

  • Al levr : 2016, 414 p., 15,5 x 22 cm, ISBN 978-2-901383-83-3
  • Priz : 25 €

Gant embannidigezh al levr-mañ e sevenomp unan eus al labourioù a lakae Guy Etienne da bouezus kenañ, eizh vloaz war-lerc'h Lavar 18 deuet e gouloù e 2008.

Ar pep brasañ eus an notennoù zo gouestlet da respontoù Guy Etienne ha Yann-Baol An Noalleg d'ar goulennoù graet gant Martial Ménard evit sevel e c'heriadur Dictionnaire français-breton, embannet e 2012.

A hent all e vo kavet heuliad labourioù Guy Etienne war e Geriadur ar Vezekniezh hag atersoù Yann-Baol An Noalleg da Guy Etienne evit pengenniñ Geriadur ar Gimiezh, deuet er-maez e 2008.

Un dra nevez zo da venegiñ : donedigezh ur remziad yaouank war o stummadur, en o zouez diazezerion ar gelaouenn Nidiad, skrivet e brezhoneg kempred.

Diouzh e du e kendalc'h Laorañs Motrot da sevel notennoù war zanvezioù o tennañ d'e vicher skolaer, evel da skouer ar rizhoù raz.

Yann Varc'h Thorel, skolaer eñ ivez hag embanner An Treizher, a c'houlenn resisadurioù a-zivout krefen yezh, dalc'hmat en amboaz eus an unvaniñ.

Lavar 20

  • Al levr : 2018-12, 624 p., 15,5 x 22 cm, ISBN 978-2-901383-85-7
  • Priz : 21 €

En niverenn-mañ e kendalc'homp da embann an eskemmoù graet dre val elektronek e doug ar bloavezhioù 2010 ha 2011. An darn vrasañ eus an notennoù a c'hoarvez c'hoazh eus ar respontoù graet gant Guy Étienne ha Yann-baol An Noalleg da c'houlennoù Martial Ménard evit pengenniñ e Dictionnaire français-breton, deuet er-maez e 2012.

A hent all e vo kavet ar c'henskriverezh etre Guy Étienne ha Yann-Baol An Noalleg a-zivout krefen o tennañ da savidigezh Geriadur ar Vezekniezh.

Evit peurechuiñ Geriadur ar Geginouriezh e ra Yann-Baol An Noalleg atersoù ouzh Guy Étienne a-zivout hanc'herioù zo. Martial Ménard keginour a vicher, a zegas ivez e evezhiadennoù.

Guy Étienne a skoazell koskor ar gelaouenn Nidiad da gas war-raok o stummadur.

Guy Étienne ha Yann-Baol An Noalleg a respont da Laorañs Motrot diwar-benn kudennoù a bep seurt o tennañ d'e vicher a skolaer.

Ronan An Deroff a c'houlenn harp Yann-Baol An Noalleg ha Guy Étienne evit pluennadur e levrioù, en o zouez Ar Morgezeg, troet e brezhoneg gantañ diwar ar saozneg.

Lavar 21

  • Al levr : 415 p., 15,5 x 21 cm, ISBN 978-2-901383-91-8
  • Priz : 25 €

Pevar bloaz zo aet hebiou abaoe embannidigezh LAVAR 20 ha mall e oa lakaat e gouloù an niverenn da heul. Gwir eo ez eus bet graet labourioù all e-keit-se, Rannoù 11, 12 ha 13 Geriadur ar Vezekniezh, pa ne ve ken. Ramzel eo al labour a chom da seveniñ ha darbar o devez ar re a chom eus koskor Preder.

Ur wech c'hoazh, en niverenn-mañ e vo kavet respontoù graet gant Guy Etienne ha Yann-Baol AN NOALLEG da c'houlennoù Martial MENARD evit pengenniñ e Dictionnaire Français-Breton, Editions Palantines, Quimper, 2012.

A hent all e vo kavet ivez an eskemmoù etre kenskriverion voas ar steudad. Dek vloaz diwezhatoc'h e welomp ez eo bet fonnus eskemmoù ar bloavezh 2012, trawalc'h da leuniañ un niverenn eus LAVAR. Mennet omp da genderc'hel betek ma vo marilhet an holl eskemmoù yezh betek bremañ, pezh ar ray un niver mat a levrennoù. Pouezus bras eo al labour-se, pa ampar diazez diorreadur hon bro war an tachennoù yezhel, kefredel ha politikel ivez, a-benn ar fin. Hep ankouaat an dachenn speredel, a gemero al lec'h kentañ, hep ket a var.