
- Le livre : 2026, 326 p.
- Téléchargement gratuit : KIS-1546 - KIS-1607
Razarc'h 2025.
Boulc'hañ a ran LAVAR 25 ha degouezhout er bloavezhioù 2019-2020 marilhet e'm urzhiataer, ur prantad sebezus ha kavet e vo meur a veneg a-zivout an darvoudoù. Piv a raio un dezrann emsavel diwar o fenn ? Elfennoù dezrannañ a vo kavet, hogen ur c'hevandod a vo d'ober. Bezet a vezo, sklaerius eo bet e meur a geñver. Ha tamm ha tamm e tizhan maladoù 2025. Setu, adpeget 'm eus gant an amzer vremañ : 2026 zo degouezhet.
Hag an Ankou ivez : d'an 27 meurzh 2026 ez ae hon c'heneil Yann-Bêr Quirion da anaon. Ur barzh e oa Yann-Bêr ha dre e vicher sorbiennour e oa anavezet mat. Er bloavezhioù 70 hon eus anavezet Yann-Bêr e Naoned, hag emvodoù a raemp er pezh a feurmemp en un adeilad dirapar, straed Richebourg, nepell eus ar porzh-houarn. Un tuadur spered a oa gantañ, an emzispriz, an emc'hodis, an emizelaat. Evitañ e oa a bouez ar c'henlabour ha lavarout a rae en doa dastumet e stummadur el luskad ESB. Setu perak eo bet diaes kenan evitañ loezidigezh an aozadur e dibenn 1976. Kendalc'het en deus da eskemm gant kenskriverion ar steudad LAVAR ha kavet e vo e anv e pajenn “Roll an dud” e deroù pep niverenn adalek ar bloaz 1998. Setu da skouer un arroud eus KIS-553 1 :
(YBQ da YBAN – 24 08 97)
Evit ar brezhoneg e soñjan n'eo ket ar yezh a rae al liamm etrezon hag ar re all, hogen al labour a raemp a-gevret. Steuziet ar pleustr, an amkanioù boutin, ez eo aet pep hini da adkavout e blas er gevredigezh. Hep ul labour boutin a groue, a genderc'he, a dreuzfurme, e'm eus adkavet va logig. Gwanaet kalz eo ster ar brezhoneg evidon hag e c'hallfe kouezhañ d'ul lañgaj etre ezvrezelidi, paneve an danvez degaset din drezañ a chom evidon ur c'hevala, un andon pinvidigezh. Diouzh va savlec'h kevredigezhel avat eo diarveradus, evel ma vefe diarveradus ur stummadur skolveurel gall. N'on nemet boued d'ar groug. Kouezhet d'ul labour hiniennel ne vefe nemet un aner, unan eus an traoù-se arveret da abuziñ an amzer. D'ar muiañ e rofe plijadur din. Se a weler alies gant “arzourion” hag evit gwir en holl vicherioù. Evit lavarout gwir ez eo rouez ar re a ya en tu all d'ar ratozhioù hiniennel a stumm hiniennoù o vont pennek gant o moumoun. N'eo ket aes mont en tu all d'ar vicher.
Ha tamm ha tamm en deus lakaet da dalvezout e chemet diles, ar sorbiennañ. Un dra spontus zo c'hoarvezet d'an 01 01 2020 : Brigitte, gwreg Yann-Bêr, a yeas da anaon, da heul ur gwallzarvoud treizhid. Ha damc'houde e kroge reuziad ar Coronacircus.
Ar c'hentskrid-mañ, hag an hini diwezhañ savet ganin e ve ? Splann eo avat : n'hon eus ket kollet hon amzer, aze emañ gouelezennet e steudad al Lavaroù. Yann-Bêr, da anv a chomo e-touez kentradourion ar brezhoneg arnevez kempred hag ivez evel sorbiennour.
Evidon-me a gendalc'ho gant va erv : ouzhpennañ danvez war load Preder, gant an amboaz e lakaat da vezañ ur bon diziouerus evit ar Vrezhoned. Entanusat labour !
Yann-Baol An Noalleg