Gant embannidigezh al levr-mañ e sevenomp unan eus al labourioù a lakae Guy Etienne da bouezus kenañ, eizh vloaz war-lerc'h Lavar 18 deuet e gouloù e 2008.

Ar pep brasañ eus an notennoù zo gouestlet da respontoù Guy Etienne ha Yann-Baol An Noalleg d'ar goulennoù graet gant Martial Ménard evit sevel e c'heriadur Dictionnaire français-breton, embannet e 2012.

A hent all e vo kavet heuliad labourioù Guy Etienne war e Geriadur ar Vezekniezh hag atersoù Yann-Baol An Noalleg da Guy Etienne evit pengenniñ Geriadur ar Gimiezh, deuet er-maez e 2008.

Un dra nevez zo da venegiñ : donedigezh ur remziad yaouank war o stummadur, en o zouez diazezerion ar gelaouenn Nidiad, skrivet e brezhoneg kempred.

Diouzh e du e kendalc'h Laorañs Motrot da sevel notennoù war zanvezioù o tennañ d'e vicher skolaer, evel da skouer ar rizhoù raz.

Yann Varc'h Thorel, skolaer eñ ivez hag embanner An Treizher, a c'houlenn resisadurioù a-zivout krefen yezh, dalc'hmat en amboaz eus an unvaniñ.