Hervez diferadoù dezv n°2004-575 an 21 mezheven 2004 evit ar fiziañs en armerzh niverel (LCEN), resisaet eo da arveriaded load Preder hennad pep perzhiad e stern e sevenidigezh hag e arheuilh.

1. Embanner al load

Anv an embregerezh : Preder
Aoz wirel : Kevarzhe dezv 1901
Chomlec'h sez ar c'hevredad : 19 Park Maen Meur 29700 PLOVEILH 
Niverenn SIRET : 49018572500010
Pellgomz : 06 95 89 66 90

Rener an embann : Malo Adeux

2. Herberc'hier al load

Anv an herberc'hier : OVH
Chomlec'h : 2 Rue Kellermann, 59100 ROUBAIX
Pellgomz : 08 99 70 17 61
Load gwe : https://www.ovhcloud.com

3. Obererezh

Amkan al load www.preder.net eo gwerzhañ keflinenn levrioù nevez ha/pe eildorn.

An ditouroù erouezet war al load zo pourchaset kement ha diskouez hag a c'hell bezañ daskemmet da forzh pe vare.

Strivañ a ra an embanner da bourchas ditouroù dik ha hizivaet, hep gallout diogeliñ e vint dizilerc'h pe difazi.

4. Perc'hentiezh kefredel

Hollad an elfennoù war al load (testennoù, skeudennoù, skeudennadurioù, logo, kevregennoù, framm, stlennvon, h.a.) zo gwarezet gant diferadurioù Dezveg ar berc'hentiezh kefredel.

Kement eiladur, derc'hennadur, azasadur pe korvoerezh darnel pe hollek, hep ragaotre dre skrid, zo berzet strizh.

Kement arver diaotre a c'hallo bezañ dindan geisiadur.

5. Roadennoù personnel

Reolet eo keweriañ ar roadennoù personel gant leviadurezh an dangelez hegerz war al load.

Hervez ar Reizhenneg Hollek war Gwarez ar Roadennoù (RGPD), emañ e kerz an arveriad ar gwirioù da heul :

  • gwir haeziñ
  • gwir reishaat
  • gwir karzhañ
  • gwir kaelat
  • gwir bevennañ ar c'heweriañ
  • gwir da amloadusted ar roadennoù

Evit dedalvezout ar gwirioù-se, arverit mar plij teul darempred al load.

6. Cookies

Gallout a c'hell al load arverañ cookies a-benn gwellaat buhezadenn an arveriad, muzuliañ ar c'hevredig pe araezañ keweriusterioù 'zo.

An arveriad a c'hell asantiñ, nac'h pe arventennañ arver ar cookies dre ar vandenn genasant en amboaz.

Evit muioc'h a zitouroù, angerc'hañ leviadurezh cookies al load.

7. Atebegezh

Ne c'hallo ket an embanner bezañ dalc'het atebek war mekadurioù eeun pe ameeun graet da beriant an arveriad da geñver haeziñ al load.

Emgoulmañ a ra an arveriad da haeziñ al load gant ur periant nevez, kuit a viruzoù ha gant ur merdeer hizivaet.

An embanner ne c'hallo ket bezañ dalc'het atebek e mar bez ur beiad, ur span taluadek, un dihegerz pe ur miarc'hwel a 'l load.