Esterioù nitrek a zelun R-O-NO₂, deveradoù diwar an nitroglikerin, arveret abaoe pell da brederiañ ar skorted kurunerel ha, nevez 'zo, ar skorted kalon ; ganto ur gwered enebandag (pe arlaoskiñ) war gaherwiennoù levn ar gwazhiennoù hag an talmerennoù, e kendaolont da leiaat ar rakkarg hag ar goudekarg er c'hofig ha da frankaat an talmerennoù kuruner ; arveret e voe da gentañ an nitrit amil, hiziv ez erskriver ar mono- pe an dinitrat izosorbid, an trinitrin (pe nitroglikerin), an tetranitrat entritil pe pentaeritritil ; hervez an degouezhioù e tiounezer an n. dre an hentoù gwazhiennel pe enteodel evit ar prederiadurioù berr, dre an hentoù euvradel pe enkroc'henel evit ar prederiadurioù hir (sl. méthémoglobinémie).