Anaez dianav e orin, bet deskrivet e Japan da gentañ, o tizhout ar grennarded, naouus dre resmiadoù nervel berrbad hag adfeilhus : seizioù (led- pe unseizi), glizi, gwadliñvoù pilhon, darallad ar gwelvaez, e dianlen steviadur argreskus lodenn araok kelc'h talmerennoù an empenn ; an talmerennluniñ a laka war wel un iswe daoudu eus an ahel karotidel en e bezh gant dispakadur ur rouedad dasforzhadek talmerennigoù munut dezho neuz ar “moged sigaret” (Jp. moya-moya).