Nep tizhadur eus ar reizhiad nervel trobarzh ne vern pere eo load hag astennad an anafoù, an azoniadur (santadel, loc'hadel, struzhel), neuz an dedroadur (lemm, goulemm pe henek), an arbenn (kennevidel, mezhurel, pistriel, poreel, gwazhiedel, hangaeel, lezhanweel, hêrezhel) ; kemparzhek pe get e vez glennad an n. t. ; a) unnervennaoued (sl. mononeuropathie) a reer eus an n. t. ankemparzhek, hag int unel (sl. mononévrite) pe liesel (sl. multinévrite), alies a orin gwazhiedel ; b) liesnervennaoued (sl. polyneu-ropathie) a reer eus an n. t. kemparzhek ; mar bez o gwikefre un divielinaat eus feur Schwann, e komzer eus liesgwriziennfo (sl. polyradiculonévrite) ; mar bezont a orin aksonel, ez eus anezho liesnervennfoioù (sl. polynévrite).