Preder

Geriadur ar vezekniezh

neuropathie paranéoplasique ou parahodgkinienneparaneoplasic neuropathynervennaoued lezhanweel pe lezhodgkinek

Azoniad nervel o tarvezout gant gouziviaded ur c'hankr, kankr ar bronkez kelligoù bihan pergen, pe kleñved Hodgkin ; stadañ a reer lies rizh klinikel : loc'hadel, santadel, a orin trobarzhel, a orin kreizel ; livardek e vez alies an dedro, dizalc'h diouzh hini ar yoc'henn ; dianav e chom ardarzh an tizhad nervel, n'emañ a-geñver na gant un amwask pe un aloubadur yoc'hennel, na gant ur marvennad a orin gwazhiedel, na zoken gant ar prederiadurioù enepkankrek.

Kent War-lerc'h