Darallad al lounezh da heul trefennadoù dileizhennoù usgrennek sakaroz, glukoz, mannitol, dekstran 40, aozadoù dargemm evit an troazhluniñ, graet da c'houziviaded an diabet, ar poreadoù troazhadel, ar falladurioù avu pe lounezh ; naouus ent neuziadurel dre goeñvadur kelligoù ar pibelloù nezek, ent klinikel dre skorted lemm al lounezh gant troazhhesk a-wechoù marvus.