Lounezhad familhel, anezhi kevret : 1) ul lounezhfo henek entremezel gant skleroz ar bloueigoù ha lestrlounezhfo henek, oc'h erzerc'hañ alies adal bloavezhioù kentañ ar vuhez dre un droazhproteinegezh, un droazh-wadegezh adfeilhus hag o tedreiñ peurliesañ etrezek ur skorted lounezh andizhus ; 2) ur vouzarded argammedek oc'h anadiñ a-c'houlerc'h ; 3) kammneuziadoù an daoulagad (ferennlug, sferofakiezh, lentikon) ; azoniad hêrezhel kemplezh, treuzkaset e ve al lounezhad er mod aotozomek trec'hek Xereet, hag ar vouzarded, anarstal, er mod enkilek.