Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, lieslec'hiat : anafoù kroc'hen o tinodiñ er bugelvezh hag o tic'henezhañ alies en epiteliomoù diazkelligel, kevredet alies gant direizhoù all kroc'henel (porokeratoz palv-sol), askornel (kistoù er garvan dreist holl), nervel (medulloblastom), dibaotoc'h ganadel, enborc'hadel, lagadel ; gant aozerion 'zo e vez renket ar n. d. e-touez ar fakomatozioù (sl. phacomatose).