Kleñved kroc'hen dibaot hep keñver gant skorted ar skoedenn, a zeskriver daou seurtad anezhañ : 1) al liken miksedematus, naouus dre grugennoù roz eskantet hag a-wechoù un ensiladur kroc'hen a-ledadoù hag un eritem, en ervez da zedreiñ d'ur fallezh varvus ; 2) ar miksedem kantet rakskinel (pe kleñved Keining-Cohen) o tarvezout e souzvezh ur prederiadur skoedisvorc'hañ war ur bazdoveg, naouus dre ozvennoù tev pe plakadoù balirek, direoliek, persdu, pe dre un elefantiaziz a 'n divesker, warnañ ur c'hroc'hen torgennek, amstruzhek, damlouet.