Anaez naouus ent klinikel dre ensiladur glaourel an amwiskadoù, gorrekadur an holl arc'hwelioù, direizhoù kefredel, yenegezh ha, gant ar bugel, astal an diorreadur hag ezvezañs ar gaezouregezh ; an arbenn anezhañ eo astal arc'hwelañ ar skoedenn, erzerc'h ent vevoniel dre wadvec'h diflosket an hormonoù skoedennel ha lenadur mannel ar skiniod ouzh ar skoedenn ; tri seurtad miksedem a zeskriver : 1) m. emdarzh an oadourion (Gl. m. spon-tané des adultes) pe fallezh troc'hgennel (Gl. cachexie pachydermique) ; 2) m. ganedigel (Gl. m. congénital) pe diodezh viksedematus (Gl. idiotie myxoedémateuse), e dianlen ezvezañs c'hanedigel ar skoedenn ; 3) m. oberatael (Gl. m. opératoire) pe fallezh olskoedennel (Gl. cachexie strumi-prive) (sl. Hashimoto : goitre lymphomateux de ∼, hypothyroïdie, thyroï-diennes : hormones , hypothyroïdie, thyroï-diennes : hormones ∼, thyréotrope : hormone , thyréotrope : hormone ∼, thyréostimuline, thyréostimuline).