Preder

Geriadur ar vezekniezh

membranes hyalines : maladie ou syndrome des ∼hyaline membrane diseasekleñved pe azoniad al lienennoù gwervanek

Seurtad azoniad ankalez analadel (enanaladel pergen) an nevezc'hanidi, naouus dre elanal, entenn us- hag is-klerenn, argreskus afo, falladur ar galon dehou hag arouezioù nervel ; goloet eo gorre an aerforzhioù hag al logigoù skevent gant lienennoù fibrinoidel eozinofilek o tisoc'h moarvat eus daralladur ar gourlifr ; en degouezhioù gwellañ e teloez al lienennoù hag e pare ar bugel a-benn 4 pe 5 devezh ; pa drebadont avat en en kasont d'ar marv dindan 2 pe 3 devezh dre anoksiezh hag akidoz ; azoniad a stader dreist holl gant ar rakkoulzeion bet ganet gant mammoù diabetek ; gant an oadourion ivez e stader azoniad al lienennoù gwervanek, da geñver skeventadoù diseurt (viruzel, bakteriel, stirek pe dianlen da geuziadoù kimiek pe fizikel), ar skorted lounezh pe an oksigengurañ uhelvec'h (sl.  dé-tresse respiratoire du nouveau-né, détresse respiratoire de l'adulte, oedème pulmonaire lésionnel, poumon de choc).

NOTENN : Lies rizh elfennoù a gaver dindan ar skritell Gl.  membrane, alese niver ar c'hevatalioù brezhonek : koc'henn er Gelligouriezh, lienenn, lavnenn, sae er Gorfadurezh, kennenn (ha lienenn, tonenn) er sterioù bevedourel ha klinikel ; un arvez eus aozerezh argammedek ar geriadur eo hevelep dasparzh steradurel ; aesaet e vo e heuliañ gant reizhadurioù 'zo en errata.

Kent War-lerc'h