Golo en dro da zanvezenn ar gellig, anezhañ gwiskad daouek fosfolipidoù ensiket enno proteinoù koc'hennel a zo reoù anezho proteinoù dezougen (dezougen gouzañvat : ionganoù ; dezougen oberiat : porzherioù) ; re all o vezañ pakerioù arhentoù ezkelligel ; ar glukid koc'hennel (pe glikokaliksoù) zo anezho glikolipidoù ha glikoproteinoù ; gant ar goc'henn e vez un dredanvleinegezh (er paouez : leiel a-ziabarzh, muiel a-ziavaez) (sl. canal ionique, pompe à protons, pompe à sodium, potentiel de membrane, protéines G, récepteur 2, stabilisateur de membrane).