Araezad defraouiñ amkanet, pa vez arsav kalon, da assav a-zifrae an amred gwad diziouerus d'an empenn ha d'ar galon, eleze gant ur gwask talmerel 7 pe 8 cm bevargant ; dre al l. k. a-ziavaez pe hep digeriñ (Gl. m. c. externe pe à thorax fermé), e telanker diflistr ar gwad diouzh ar c'hofig dre amwaskañ agorvez ar galon etre ar glerenn hag al livenn ; dre al l. k. a-ziabarzh pe goude digeriñ (Gl. m. c. interne pe à thorax ouvert), war lerc'h bruskenbenañ ha digeriñ an amgalonenn, ez amwasker ar galon a-gorvez etre ar meud hag ar biz yod pe etre an daou zorn.