1 (Ster hollek) arloañ ouzh korf ur gouziviad embregoù liesseurt gant an daouarn pe diwar-bouez nep araez en astenn da pe en arlec'h ouzh an daouarn. 2 Ren gant an daouarn ouzh gorre korf ur gouziviad embregoù dibarek (spinañ, gwaskañ, mezañ, rimiañ, h.a.) ; Kuzul meur al Leuñvouriezh (Conseil Supérieur de la Kinésithérapie), a laka kemm etre merata yac'hadel (Gl. massage thérapeutique), anezhañ ur prederiañ mezegel aotreet d'al leuñvourion diplomet nemetken, ha pleustradoù all evel ar merata sportel, kenedourel, h.a. (sl. ébranlement, effleurage, foulage, friction, hachure, kinésithérapie, percussion 2 , pétrissage, tapotement, vibration, La-18 219-234).