Furm liken kentañ deskrivet (gant Hebra e 1862 a reas anezhañ lichen ruber ; an anvad l. planus a voe roet dezhañ gant E. Wilson e 1867), dermatoz henek naouus dre grugennoù liestuek digevret pe strollet e rezh plakennoù, gourc'hennek munut, tezellet gant ur rouedad rizennoù opalek (rizennoù Wickham), sezet e lec'hiennoù diseurt eus ar c'horf (arzorn, organoù genel, dargreiz, glaourgenn a 'r genoù) ; kemm a lakaer etre lies seurtad : l. p. isteñvek pe sklerozek, lichen albus, lichen planus obtusus, h.a.